Stêrioù ha hidrografiezh

E Breizh ez eus 26 diazad-doureier. Kalzik eo. N’eo ket souezh avat p’emañ an dour e pep lec’h en ur vro krec’hioù ha traoñioù. Da gentañ emañ ar mor, goude emañ ar glaveier, ha diwarno emañ an dourredennoù niverus. Gwashaet eo an traoù dre m’eo didreizh an douar. E Breizh eo ec’h echu unan eus stêrioù pennañ Europa, al Liger, war 106 km (diwar un hed leun a 1 012 km) e red ar stêr veur-se dre ar pezh a vez graet “Traoñienn Breizh”, e departamant al Liger-Atlantel. Ken pouezus all eo ar Gwilen, 230 km eo e red, ha bras-kenañ eo e ziazad, pa dap ober war-dro 1/3 eus Breizh a-bezh. Bageüs eo ar Gwilen, ha gant Kanol Naoned-Brest ha Kanol Il-ha-Renk ez eus graet ur rouedad hentoù-dour a ya eus Mor Breizh d’ar Meurvor Atlantel. Gant stêrioù Breizh e vez alies ur c’has dour herrek. En em deuler a reont er mor e genaouioù bras a vez graet “aber” anezho a-wechoù. Tre ha lanv a c’hoarvez er genaouioù-se ha gallout a ra ar mor sevel pell e-barzh en douaroù a-wechoù. Eizh stêr a dap 100 km a hirder pe ouzhpenn. Setu-i diouzh urzh o hirder: ar Gwilen, ar Blavezh, an Oud, an Aon, al Liger, ar Renk, ar C’houenon hag ar Sec’h. Met berroc’h a-galz eo ar braz eus stêrioù Breizh, evel an Aven pe an Oded. Dispennet eo bet stankell Kernaskilheg war al Leger e 1996 hag a-drugarez da gement-se eo distroet ar vuhez er rinier-se eus hanternoz Breizh, ha distro an eoged enni evel er Stêr-Aon el lec’h ma’z eus bet savet lec’hioù tremen evito. N’eus ket ur vro lennus eus Breizh met kavout a reer hiniennoù anezho; lec’hioù gleb avat a zo kalz muioc’h: geunioù, gwernioù ha paludoù, tachennoù talvoudus-dreist evit an natur. En o zouez eo dav menegiñ ar Briver gant e 40 000 hektarad geunioù, hag al Lenn Veur, an hini vrasañ e Breizh, hag a-bell. Cheñch-dicheñch eo he gorread abalamour m’eo tremen plaen al lec’h. 35 km² eo he gorread pa vez en he bihanañ, met daougementiñ a c’hall ober hervez ar c’houlzioù bloaz. Lenn Gwerledan, gwall zon (40 m), a zo anezhi abaoe ma’z eus bet savet ur stankell dourdredan a-dreuz red ar Blavezh.

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011