Brezhoneg

Evel kement yezh a zo e vez arlivioù gant ar brezhoneg hervez al lec’hioù. Bep ma’z eer dre ar vro e vez klevet tamm-ha-tamm traoù hag a cheñch, gwechig an amzer e verzer kemmoù brasoc’hik, ha dre-se e teu anat diforc’hioù bras pe vrasoc’h. Graet e vez rannyezhoù eus rannoù bras ur yezh hervez perzhioù hag a gaver dibar. An fedoù naturel-se a zo gwashaet e Breizh evit meur a abeg. Galleg an Akademiezh, yezh nemeti ar velestradurezh hag an deskadurezh e-pad pell, n’eo ket evit hulmañ an diforc’hioù-se, hag ar vrezhonegerien n’o deus ket gallet bezañ desket en o yezh na dre o yezh. A zo gwashoc’h, ar re a zo a-enep ar brezhoneg, ar pennoù-bras da gentañ penn, o deus graet o mad eus an diforc’hioù-se evit lakaat da grediñ ne oa ket eus ur yezh unvan ha n’halled ket en em intent eus an eil lec’h d’egile eus ar vro. Boas eur da rannañ ar brezhoneg e peder rann vras: brezhoneg Leon, brezhoneg Treger, brezhoneg Kernev ha brezhoneg Gwened, da lavaret eo mont da heul an eskoptioù kozh, pa oa ar re-mañ e penn a-raok ar brezhoneg skrivet. “Rannyezhoù kevredigezhel” int kentoc’h eget “rannyezhoù yezhoniel”, da lavaret eo ar pezh a soñj d’ar vrezhonegerien kentoc’h eget ar pezh a soñj d’ar yezhoniourien. Ar re ziwezhañ-mañ a gav kentoc’h ur brezhoneg eus an hanternoz hag ur brezhoneg eus ar su, pe neuze ur brezhoneg eus ar c’hornaoueg hag ur brezhoneg eus ar reter, pe c’hoazh ur brezhoneg gant kozhijennoù (Leon ha Gwened), hag ur brezhoneg gant nevezadennoù (ur veskell vras eus Treger da Gernev), kement-se holl hervez an dezverkoù a lakaer en a-raok. Ar pep heverkañ d’ar skouarn eo an taol-mouezh: war an eil diwezhañ er gwalarn d’ul linenn a ya eus Pempoull da Gonk-Kerne (a vez graet “taol-mouezh KLT” anezhañ alies, evit Kernev-Leon-Treger). Er peurrest e kaver daou zoare all da bouezmouezhiañ. Met n’eus hini ebet a vefe ur skoilh evit an intent.

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011