Reuziad ar Vikinged e Breizh

E-pad an IXvet kantved e kustum an Norsed (eus Norvegia hag eus Danmark dreist-holl) — hag a vez graet Vikinged anezho alies — mont d’ober taolioù skrap a-hed-da-hed aodoù gwalarn Europa, ha tamm-ha-tamm e tro o zagadennoù en aloubadegoù. Drastañ a reont kêr Naoned (na oa ket c’hoazh dindan beli ar Vretoned d’an ampoent) e 843 met ne chom ket diwast Brittania, daoust ma teu a-benn rouaned Breizh d’o delc’her well-wazh, betek mont d’o implijout a-wechoù a-enep ar Franked. Alan ar C’hentañ — Alan Veur — a zo trec’h warno en emgann Kistreberzh e 890 hag ar peoc’h a zistro er vro betek e varv e 907. Ne oar ket e warlerc’hidi chom unanet ha ne c’hallont ket talañ outo hag en o dalc’h e kouezh Breizh a-bezh: lakaet eo an arigrap war abati Landevenneg ha dismantret eo e 913. Pennoù bras an Iliz a dec’h kuit da Francia, hag e kasont relegoù ar sent hag o levrioù kaer ganto; an noblañs hag ar pennoù bras all, int-i, a dec’h da Vro-Saoz, pe neuze ez int sujet dezho mar chomont. Adalek 913 betek 937 e teu Breizh da vezañ ur briñselezh viking, anvet Brettland ganto, pe c’hoazh Sudra Brettland (“Breizh ar su” — hini an norzh eo Breizh-Veur), renet eus Namsborg (Naoned), tro-ha-tro gant Rögnvaldr (925-930), Feochán (pe Finnacán) (†931) ha Hákon (†937). Un emsavadeg dieubiñ kentañ a c’hoarvez e 931. War atiz Yann Landevenneg, un abad, e tistro Alan II (Alan Varvek), mab-bihan da Alan Iañ, da Vreizh. Dilestrañ a ra e-kichenik Dol e 936. Brezeliñ a ra ouzh an Norsed e-pad ar bloaz 937 hag e skarzh anezho kuit diouzh Naoned er bloaz-se end-eeun. Er bloaz 939, e Treant, e c’hoarvez ar pezh emgann diwezhañ. War-lerc’h reuziad ar Vikinged ne vo ket Breizh ken ar vro yac’h ha kreñv a c’houneze douaroù war-zu ar reter. Kollet eo an douaroù bet gounezet e-kerzh an IXvet kantved, hag ar brezhoneg da gregiñ gant e gilañ, petra bennak ma oa krog ar vrientinien da vezañ gallekaet mui-pe-vui dija. N’eo ket bet du-holl marevezh ar Vikinged evelkent. Ganto eo bet dinerzhet Bro ar Franked ivez, a oa prest da euvriñ Breizh. Ar stourm hag ar frankizadur kaset da benn gant ar Vretoned o deus degaset ur “spered broadel” hag en deus roet tro evel-se da addegas er gouloù ur Stad vreton pa oa gounezet un darn eus ar vrientinien gant ar bed frank dija.

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011