Departamantoù

Ur souezh eo bet istor an departamantoù. Un ijinadenn nevez eo en Istor Breizh (1790) ha koulskoude emaint e kreizig-kreiz buhez an dud. Ur rannadur melestradurel eo da gentañ-penn, renet gant ur prefed (n’eo ket un den dilennet, anvet eo gant ar gouarnamant hep kaout tra da welet gant ar vro). Abaoe al lezennoù kentañ war an digreizennañ (1982) eo deuet an departamant da vezañ ur strollegezh lec’hel gant kuzulierien dilennet gant ar mouezhiañ hollek eeun. Hag abaoe 2004 (eil lodenn an digreizennañ) eo bet ledanaet o barregezhioù; treuzkaset eo bet dezho gant ar Stad ar skorennoù ekonomikel ha sokial hag ivez ar merañ hentoù. Koulskoude, an adreizhoù war ar strollegezhioù a c’hallfe degas cheñchamant, digresk en o fouez ha marteze kas anezho da get tamm-ha-tamm. Kaset e vez an adreizhoù-se war-raok pa gaver abeg er milgwiskad melestradurel. Kinniget e oa bet an departamantoù evel ur bastell-vro tost d’an dud, gant ur pennlec’h dindan un devezhiad bale war varc’h, met bremañ ez eus gwiskadoù melestradurel nevez all war ar memes tachenn: an departamantoù e-skoaz ar rannvroioù, ar c’hantonioù e-skoaz ar strolloù kumunioù, an arondisamantoù e-skoaz ar “broioù”. Rannet eo bet Breizh etre 5 departamant: Aodoù-an-Arvor, an Il-ha-Gwilen, al Liger-Atlantel, ar Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed. Da gentañ-penn ne oa bet roet nemet anvioù gallek dezho, hag a zegas soñj eus traoù douaroniezh hepken, evit dispenn hag ankouaat an amzer dremenet. Ar Mor-Bihan evelkent en deus tapet kaout un anv brezhonek, hini mor bihan Gwened, hag Aodoù-an-Hanternoz a zo deuet da vezañ Aodoù-an-Arvor e 1990 — hanternoz Breizh a oa da gompren, pa zlee ar Mor-Bihan bezañ anvet “Aodoù ar C’hreisteiz” da gentañ. Eus al latin Finibus terræ e teu anv ar Finistère, tra m’eo e anv brezhonek, Penn-ar-Bed, anavezet a-gozh gant Lokmazhe-Penn-ar-Bed. Diouzh o zu, al Liger-Atlantel (anvet al Liger-Izelañ betek 1957) hag an Il-ha-Gwilen o deus anvioù redoù-dour, evel 70% eus departamantoù Frañs Europa.

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011