Breizh dindan an dour

Sevel a ra live ar mor tamm-ha-tamm. Evit merzout an dra-se eo trawalc’h sellet ouzh meurvein ’zo hag a zo dindan an dour bremañ, un darn hepken (evel krommlec’h ar Lannig e mor-bihan Gwened) pe penn-da-benn. Gant an hin o cheñch e seblant al live-se uhelaat buanoc’h, hag ac’hann da zibenn ar c’hantved e vo uheloc’h eus 30 da 60 cm. Ne baouezo ket da uhelaat war-lerc’h hag an dud a zo o chom a-hed an aod a vo bec’h warno moarvat, evel ar reoù a zo o chom en aber al Liger pe en Enez-Sun. Dont a ray Menez-Mikael-ar-Mor da vezañ un enezenn en-dro, hep skoazell an dud er wech-se. Mar degouezhje d’an holl skornegoù eus ar bed teuziñ ha mont da get e teuje Breizh da vezañ un enezeg gant un Douar Bras (gwelet ar vignetenn). Mar kendalc’h an amzer da vont war dommaat e vo un hin tommoc’h a-galz e Breizh a-raok pell, hag ur struzh evel ma’z eus bremañ en Akitania eo a reno, ma n’eo ket ur struzh kreizdouarel. Ur c’henavo d’hor faouegi kaer e vo, pa vo kemeret o flas gant pin-mor ha glastann. War ur skeuliad amzer dishañval-krenn, hini ar c’heologiezh, e vo trejeboulet an traoù e Breizh. Emañ Afrika o tostaat da Eurazia. Stanket eo bet strizh-mor Jibraltar ha deuet eo ar Mor Kreizdouar da vezañ ur mor diabarzh. Gant ar stokadenn-se e savo menezioù nevez ha dont a ray Menez Are da vezañ un Himalaya en-dro evel mil bell ’zo. Ret e vo gortoz 150 milion a vloavezhioù evit se. Mar klasker gwelet petra ’roje tektonik ar plakennoù (driv ar c’hevandirioù) e weler e pado ledenez Breizh e-pad pell c’hoazh, met treiñ a ray begoù Penn-ar-Bed tamm-ha-tamm etrezek an norzh. Daoust ha douaroniourien a vo c’hoazh en amzerioù-hont evit tresañ he stummoù dibar? Ha Bretoned a vo c’hoazh evit skrivañ e-barzh ar ger Breizh ?

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011