Ur 1 500 kumun bennak a gaver e Breizh (1 415 e 2020 e framm ar 5 departamant mar ne zalc’her ket kont eus ar c’humunioù kevelet, nag eus ar c’humunioù a oa er Marzioù boutin pe e Marzioù spletus da Vreizh hag en em gavet er-maez). Kumunioù poblet a-walc’h a zo anezho alies. En tu-hont da 376 anezho o deus 3 000 annezad pe ouzhpenn (e 2020). Mar seller dre zepartamant e weler eo en Aodoù-an-Arvor e kaver ar muiañ (348), war-lerc’h e teu an Il-ha-Gwilen (333), Penn-ar-Bed (277), ar Mor-Bihan (250) hag al Liger-Atlantel (207). Mar ne zalc’her ket kont eus an tolpadoù e weler eo Naoned ar gumun bobletañ (309 346), dirak Roazhon (216 815) ha Brest (140 064). Sant-Nazer, Kemper, an Oriant, Sant-Maloù, Sant-Brieg ha Sant-Ervlan (e bannlev Naoned) o deus pep hini en tu-hont da 40 000 a dud o chom enno. Met brasoc’h a-galz e vez levezon ar c’hêrioù-se eget tachenn strizh gorread ar gumun. Levezon tachadoù kêr ’zo a c’hall mont betek tizhout un departamant a-bezh, evel ma ra hini Roazhon hag a c’holo departamant an Il-ha-Gwilen a-bezh war-bouez ar pennoù pellañ. Kemend-all a ra Naoned war he departamant, ha gant Sant-Nazer ez a d’ober ur veurgêr 830 000 a dud o chom enni. Strishoc’h eo levezon ar c’hêrioù bihanoc’h evel Gwened, Kemper, Brest pe Sant-Nazer, met pep a dregont kumun bennak a zo gant o zachadoù kêr, eilet gant kêrioù bihan. E Kreiz Breizh n’eus kêr vras ebet, ar pezh a ro tro da gêrioù bihan evel Pondi, Karaez, Loudieg pe Bloermael da gaout ur perzh kreiz. Ar pezh a zo dibar gant rouedad kêrioù Breizh eo ez eus lies pennlec’h enni. E Breizh-Izel n’eus kêr ebet a-gement a dap he c’hreñv war ar reoù all. E Breizh-Uhel n’emañ ket kont evel-se pa glask Naoned ha Roazhon, o-div, bezañ er blein hep na zeufe hini pe hini anezho da gemer he c’hreñv war eben. Hag aze emañ an dalc’h, petra eo kêr-benn Breizh? Ur gêr-benn daoubennek a c’hallfe bezañ an diskoulm daoust ma vefe kalz gwell moarvat kaout un diskoulm tric’hornek gant Brest evit adkempouezañ ar vro ha reiñ ur skeudenn splannoc’h eus Breizh er bed.
Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011 (testenn hizivaet e 2020)