Abaoe pell e fell d’ar Vretoned skrivañ o chomlec’h e brezhoneg. Mont a ra an emzalc’h-se gant kresk ingal c’hoant ar Vretoned adpiaouañ o yezh, d’an nebeutañ evit ar re a gred e dazont o sevenadur yezhel pinvidik ha bev. Skrivañ e chomlec’h e brezhoneg zo un dra boutin a-walc’h e kevredigezh Breizh an deiz a hiziv! N’eus nemet un draig bennak a-dreuz! N’eo ket anavezet an dra-se gant ar Post ha ne vez ket broudet an dud d’ober gant hor yezh. N’eo nemet a-drugarez da youl vat paotred al lizhiri ma c’hell ar vrezhonegerien tapout o lizhiri gant ur chomlec’h e brezhoneg, gourc’hemennoù dezho!
Evit broudañ ar Vretoned (hag ar re all ivez!) d’ober gant ar brezhoneg hon eus divizet kas war-raok hon interestoù dre al lec’hienn-mañ war ar genrouedad. Perak ne c’hellfemp ket kaout hol lizhiri evel ar geodedourien all? Un nebeud kêrioù o deus kroget d’ober gant an div yezh evit anvioù ar straedoù, Roazhon en o zouez. Ur c’hammed kentañ eo evit ma vo anavezet gant ar Post er Frañs anvioù an HOLL straedoù e brezhoneg er 5 departamant!
Ur skouer:
Jean LE GALL 85 rue de la République 29000 QUIMPER | Yann AR GALL 85 straed ar Republik 29000 KEMPER |
Skrivañ ur chomlec’h e brezhoneg, penoas ober?
N’eo ket diaes skrivañ e chomlec’h e brezhoneg. Heñvel eo ouzh e skrivañ e galleg, nemet e vo cheñchet anvioù ar straed hag ar gêr gant gerioù brezhoneg. Ma’z oc’h boaz da skrivañ hoc’h anv familh gant e stumm brezhonek, gwelloc’h a se ha grit gantañ!
Setu ur skouer aes:
Jean LE GALL 85 rue de la République 29000 QUIMPER | Yann AR GALL 85 straed ar Republik 29000 KEMPER |
Doareoù all:
Kalz brezhonegerien a blij dezho skrivañ anv o bro en dibenn. Grit heñvel neuze!
Yann AR GALL 85 straed ar Republik 29000 KEMPER Breizh |
En Europa eo boaz an dud da skrivañ pennlizherenn o broad dirak ar c’hod post. BZH eo ar c’hod evit Breizh.
Yann AR GALL 85 straed ar Republik BZH-29000 KEMPER Breizh |
Pa vezit en estrenvro na zisoñjit ket skrivañ anv ar stad evel-henn:
Yann AR GALL 85 straed ar Republik 29000 KEMPER Breizh – Frañs (France) | pe | Yann AR GALL 85 straed ar Republik 29000 KEMPER Breizh (F) |
Gerioù talvoudus, un nebeud gerioù talvoudus da skrivañ ho chomlec’h e brezhoneg
Gerioù diazez
Brezhoneg | Français |
---|---|
Alez | Allée |
Annez | Résidence |
Bali | Avenue |
Banell | Venelle |
Boulouard | Boulevard |
Fabourz | Faubourg |
Hent | Route |
Hent-dall | Impasse |
Hent kozh | Vieille route |
Kae | Quai |
Karter | Quartier |
Kenkiz | Villa |
Kêrig | Cité |
Koc'hu | Halles |
Krapenn | Rampe |
Kroashent | Carrefour |
Liorzh | Jardin |
Lodennaoueg | Lotissement |
Parklec'h | Parking |
Plasenn | Place |
Pont | Pont |
Porzh | Port |
Pourmenadenn | Promenade |
Stad | Stade |
Straed | Rue |
Straedig | Ruelle |
Tachenn | Terrain |
Takad | Zone |
Treuzenn | Passage |
Stad | Stade |
Grit hervez reolennoù ar yezhadur
Un nebeud anezho a ranker heuliañ da skrivañ e chomlec’h e brezhoneg.
• Grit gant ar ger-mell a zere.
• Arabat disoñjal ar c’hemmadur
Kêrioù e brezhoneg, roll ar c’hêrioù e Breizh hervez urzh al lizherenneg
Klikit amañ da zizoleiñ anvioù ar 1.490 kêr e Breizh war ar 5 departamant, Aodoù-an-Arvor (22), Penn-ar-Bed (29), Il-ha-Gwilen (35), Liger Atlantel (35) hag ar Mor-bihan (56).
An departamantoù a zo:
Français | Brezhoneg |
---|---|
Côtes d'Armor | Aodoù-an-Arvor |
Finistère | Penn-ar-Bed |
Ille-et-Vilaine | Il-ha-Gwilen |
Loire-Atlantique | Liger-Atlantel |
Morbihan | Mor-Bihan |
Gwir ha lezennoù, aotreet omp d’ober gant ar brezhoneg er chomlec’hioù?
Ar Frañs zo unan eus ar broioù nemeto en Europa na anavez ket gwirioù ar yezhoù rannvroel pe minorelaet. Skrivañ e chomlec’h e brezhoneg pe ober gant ar brezhoneg er velestradurezh n’eo ket aotreet. Daoust da se ez eus meur a gannad ha keodedad zo mennet da gas ar brezhoneg war-raok. Perak e vefe tu d’hon amezeien en Europa: Katalaniz, Euskariz, Kembreiz hag all… d’ober gant o yezh ha ne vefe gwir ebet gant ar Vretoned?
Mont a ra ar brezhoneg war-raok. Peurwiriekaet eo bet “Karta Europa ar yezhoù rannvroel pe minorelaet”. Nac’het eo bet gant Kuzul ar Bonreizh diwezhatoc’h a-enep ali ar Prezidant hag ar gouarnamant. Mellad 2 ar bonreizh a zispleg: “ar galleg eo yezh ar Republik”. Ouzhpennet e oa bet ar mellad-se e 1992 evit mont a-enep da saoznekaat ar galleg, sañset. E gwirionez e ya a-enep da yezhoù all ar Frañs ivez. Ur youl bolitikel a zo, met enebet e vez outi gant un nebeud jakobined staget start ouzh ar galloud.
An dra-se a dalvez n’eus yezh all ebet estreget ar galleg a vez aotreet gant ar velestradurezh. Ar chomlec’hioù a rank bezañ skrivet e galleg neuze. Dalc’het e vez d’ar reolenn-se gant Ar Post, met e gwirionez e vez kaset al lizhiri gant paotred Ar Post ha pa vefe ar chomlec’h en ur yezh all eus ar Frañs (brezhoneg, elzaseg, euskareg, katalaneg, korseg, flandrezeg pe okitaneg).
Trawalc’h gant ar pilpouzerezh-se! E kêrioù zo e vez anvioù divyezhek d’ar straedoù. Ar pezh a dalv e c’heller skrivañ e chomlec’h en unan eus an div yezh. Nemet ne vez graet kement-se nemet gant un nebeud kêrioù e Breizh.
Paotred al lizhiri ‘zo tud a feson, a-drugarez dezho e resevomp hol lizhiri
Evel hon eus meneget endeo eo a-drugarez da baotred al lizhiri ma resevomp hol lizhiri bemdez.
Pa vez skrivet ar chomlec’hioù e brezhoneg e vezont kaset heñvel d’an dud evel ma vefent e galleg. Daoust da renerezh ar Post e tiviz paotred al lizhiri hag implijidi all ar Post eo ret kas o lizhiri bemdez d’an dud.
Gourc’hemennoù a rankomp kas dezho evit al labour youlek a reont bemdez.