Banniel Breizh a-vremañ
Ar Gwenn ha du eo an anv a roer da vanniel Breizh. Ur banniel nevez a-walc’h eo en istor ar vro, p’eo bet savet war-dro ar bloaz 1923. Da galz koshoc’h avat e tenn an traoù a zo aet da sevel anezhañ, da arouezioù a zo bet graet ganto abaoe kantvedoù gant ar Vretoned. Bremañ eo deuet da vezañ arouez pennañ Breizh hag ar Vretoned. Brav eo da welet ha n’eus talvoudegezh politikel resis ebet ken gantañ. Gwelet a reer anezhañ bremañ ouzh talbennoù an tiez-kêr hag ar savadurioù ofisiel all ha dre ar bed-holl, dalc’het uhel er vann, gant ar Vrezhoned foeterien-bro.
Ar Gwenn ha du a zo bet savet gant Morvan Marchal (1900-1963), un tisavour hag un emsaver politikel. Evitañ e oa ur banniel modern evit Breizh vodern. Gwelet e oa bet war di Breizh da geñver diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz e 1925. Eno e oa traoù bet savet gant arzourien ar “Seiz Breur” war ziskouez. Ezel eus al luskad arzourien-se e oa Morvan Marchal.
Petra ‘dalvez ar Gwenn ha du?
Evit a sell e zoare hag e livioù eo ar Gwenn ha du ur banniel simpl hag eeun:
• Ar brizhennoù erminig a ra dave da vanniel duged Breizh. Unnek eo an niver anezho. A-raok e lavared e oant diniver, da lavaret hep niver resis ebet. Ha lavaret e veze ivez e oa ret kaout brizhennoù troc’het ouzh ar bordoù (lavaret e vez, e gaou, “reizh ent-ardamezek”). Gwell eo chom hep ober gant an doare diwezhañ-mañ. En ardamezouriezh hengounel Breizh ne veze troc’het ar brizhennoù gwezh ebet. Bremañ e kaver 11 brizhenn eta , n’eus talvoudegezh ebet gant an niver-se, met war ar skeudennoù kozh eus ar grennamzer e weler alies bannieloù gant 11 brizhenn.
Gwenn ha du ramz dirak Ti-kêr Roazhon
• An nav bandenn a zo evit an nav bro istorel a ya da ober Breizh. Ar re wenn evit re Vreizh-Izel (pe an darn vrasañ anezho e Breizh-Izel: Gwened, Kernev, Leon, Treger), hag ar re zu evit re Vreizh-Uhel (pe an darn vrasañ anezho e Breizh-Uhel: Dol, Naoned, Roazhon, Sant-Brieg, Sant-Maloù). Klevet e vez anv alies eus “eskoptioù” met an eskoptioù kozh a oa diazezet war ar broioù da gentañ, met ne oa eskopti ebet a-gement a glote da 100% gant bro ebet.
Setu amañ displegadur ar banniel hervez Morvan Marchal e-unan: “E korn kleiz ar banniel, ur c’harter erminigoù diniver; nav bandenn keit-ha-keit du ha gwenn a bep eil, livioù kozh ha boas Breizh, a ziskouez: evit a sell ar re wenn, ar broioù brezhonek, Leon, Treger, Kernev ha Gwened, hag ar re zu ar broioù gallaouek, Roazhon, Naoned, Dol, Sant-Maloù ha Pentevr. Adlavaret a ran: ar banniel-se n’eus pal politikel ebet dezhañ, met un arouez modern eo evit Breizh. Evidon-me ez eo ur c’hendeuz aes da zegemer eus hengoun ar banniel erminiget plaen hag eus ur skeudenn eus liested Breizh”.
Diwar petra eo bet awenet ar Gwenn ha du?
E-kcihen an displegadurioù-se e kreder ivez eo bet awenet Morvan Marchal gant elfennoù ‘zo tennet eus arouezioù all.
• Livioù hag elfennoù istorel: gwenn ha du ha brizhennoù erminig, kement-mañ ‘zo anat ha lavaret gantañ e-unan.
• Banniel ar Stadoù-Unanet (Stars and Stripes) pe hini Gres, a oa modern ha demokratel d’an ampoent, ar pezh eo c’hoazh pa weler ar berzh a ra e-mesk ar re gozh koulz ar re yaouank.
• Skoed kêr Roazhon: ar pezh n’eo ket hep abeg. An holl a oar eo bet awenet banniel ar Frañs gant livioù kêr Pariz, petra ‘virje e vije bet levezonet banniel Breizh gant doare skoed unan eus he c’hêrioù-penn?
• Ur familh eus Iwerzhon a zo anvet Marshal. He skoed a denn kalz da hini ar Gwenn ha du. Un degouezh hepken e vije?
Ne c’heller bezañ sur eus hini ebet eus an teir martezeadenn diwezhañ, pa n’hon eus prouenn ebet war-eeun. Marteze a-walc’h ez eus bet hini pe hini, pe meur a hini marteze a-walc’h, hag en deus bet ul levezon bennak. Met ne c’hallimp biken gouzout moarvat.
Penaos en deus graet ar Gwenn ha du e doull?
• Er bloaz 1925 ez eus ur Gwenn ha du war zispak e diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz.
• Er bloaz 1927 eo degemeret ar Gwenn ha du da vanniel broadel gant an emsav politikel (Strollad an emrenerien da gentañ penn). Diwar neuze e vo degemeret ivez gant an emsavioù sevenadurel, hag ar c’hevredigezhioù lec’hel evel ar C’helc’hioù keltiek. Bannet e veze ar Gwenn ha du e penn an dibunadegoù. Kavet e vez meneg eus ar Gwenn ha du er studiadennoù veksillologiezh etrebroadel ar mare-se.
• Er bloaz 1937 ez eus ur Gwenn ha du war di Breizh en Diskouezadeg etrebroadel e Pariz gouestlet d’an “Arzoù hag an teknikoù er vuhez vodern”. E penn an ti-se e oa Charles Couësnon.
• Berzet e oa bet ar banniel-se meur a wech gant ar Stad na felle ket dezhi gwelet Breizh o tihuniñ, ha n’eo nemet e-kerzh ar bloavezhioù ’60 e vo gwelet mui-ouzh-mui bannieloù Gwenn ha du un tammig dre holl gant nebeut-ouzh-nebeut a ziaesterioù.
• Gant freuz ha reuz diwezh ar bloavezhioù ’60 (diskrogoù-labour ar vicherourien hag ar studierien, dihun ar stourmoù er Breizh…) e weler ar Gwenn ha du oc’h ober berzh (gwelet e vo evel-se gwintet e beg korzenn Iliz-veur an Itron-Varia e Pariz).
• Tamm ha tamm e tihun ar Vretoned, mui-ouzh-mui eo sachet ar Vretoned gant o sevenadur. Bremañ en deus kavet ar Gwenn ha du e blas ouzh talbennoù an tiez-kêr hag ar c’huzulioù-departamant (hini Liger-Atlantel en o zouez evit diskouez mat emañ e Breizh), pe Kuzul-rannvro Breizh. Dispaket e vez e-kerzh manifestadegoù hag abadennoù a bep seurt. Emañ war hent an ofisielekaat!
Istor bihan bannieloù Briezh: eus an Aerouant ruz d’ar Gwenn ha du
Ur berrdres eus istor Breizh eo ar Gwenn ha Du. En e livioù hag e dresoù eeun ec’h adkaver bannieloù bet implijet da vare ar grennamzer.
• Meur a dra a ziskouez dimp e veze implijet doareoù bannieloù pe arouezioù en o fenn un aerouant ruz da vare ar grennamzer uhel, evel ma veze graet gant Brezhoned Enez-Vreizh (pe Predeniz). War vanniel Kembre e weler c’hoazh un aerouant ruz hiziv an deiz.
• Tud ‘zo a lavar ez eus bet graet gant ur banniel gwenn e groaz du gant ar groazidi vreton da vare ar c’hroaziadegoù. N’eus prouenn ebet eus kement-se, prouennoù kontrol a zo avat! Bannieloù gant kroazioù a livioù disheñvel a groger da welet da geñver Brezel ar C’hant vloaz. Ne weler bannieloù gwenn o c’hroazioù du nemet war zielloù eus ar XVvet pe ar XVIvet kantved, war gartennoù-mor (portulanoù) eus an amzer-hont. Koulz lavaret bep tro ez eus erminigoù ivez war ar bannieloù-se.
• An erminigoù-se a oa deuet gant Pêr Dreux (1180-1243), lesanvet “Brizhkloareg”. Deuet e oa da vezañ merour Breizh dre e zimeziñ Aliz, gant Dugez Breizh, er bloaz 1212. Betek 1316 pe evel-se, e oa bet implijet skoed Dreux gant pennoù Breizh, betek Yann III a gemeras nemet an erminigoù. Diwar neuze e teujont da vezañ arouez an dugelezh, hag ar broviñs da c’houde.
• War ar Gwenn ha Du e kaver eta al livioù gwenn ha du eus mare frankiz Breizh ha banniel he Duged.