Bannieloù broioù Breizh

Bro-Dreger

Ar groaz du war ur foñs melen zo tennet eus banniel sant Erwan. Diouzh e du, an aerouant eo arouez sant Tudwal, patron ha krouer Treger. E 1996 e oa bet lakaet e gwerzh gant Coop Breizh ur bannielig du gant ur groaz du ha peder erezan. Kavet e oa bet e oa re dost da vanniel sant Erwan. Ar banniel nevez-mañ a denn d’ar banniel all met disheñvel eo ha plijout a ra d’an dud. Gallout a reer prenañ anezhañ (ment vras). Treset e oa an aerouant gant Jakez Derouët.

Bro-Gernev / Kernev

Ur maout gwenn war ur foñs glas. Ardamez “kanus” eo. Ur c’hoari gerioù war kern ha war knev evit ober “Kernev”. Kemeret evel ardamez gant Kemper. War ar banniel-mañ eo luskant an tourzh a-benn kaout un neuz nerzhusoc’h.

Bro-Leon / Leon

War hec’h ardamezioù eo diazezet banniel Bro-Leon. En aour e leon en sabel kudennek (diskilf, dideod, dizant). Ardamezouriezh kanus eo: ul leon evit Bro-Leon. Ijinet e oa gant Yoran Delacour.

Bro-Naoned

Savet eo bet diwar skoed kozh kontelezh Naoned, en erminig e gab en gul. Lakaet eo bet ar c’hab-se da vezañ ur vandenn a-hed ar wern, ha lakaet eo bet ouzhpenn lestr kêr Naoned. Al Liger zo aroueziet gant an dreustell gommek a zisparti norzh ha su Bro-Naoned, ken brezhon eo an eil hag egile evel ma tiskouez an erminigoù. Krouet e oa ar banniel-se gant Raphaël Vinet.

Bro-Roazhon

Diwar skoed kontelezh Roazhon eo savet banniel Bro-Roazhon. Ouzh ar gwint ez eus ur vandenn du, hag erminiget eo ar flapenn. Niver rannoù-bro hengounel ar vro a zo aroueziet gant ar brizhennoù erminig.

Eus ar banniel-mañ a zo abaoe 2008.

Bro-Sant-Brieg / Goello-Penteür

Diwar ardamezioù kêr Sant-Brieg: ur gripi (unaniezh tiegezh Pentevr ha Moñforzh) war ur foñs glas. An tric’horn erminiget a adkemer stumm douaroniel ar vro-se. Gant tric’horn tu ar wern eo aroueziet Bae Sant-Brieg. Ijinet e oa e graferezh gant Divi Kervella.

Eus ar banniel-mañ a zo abaoe 2008.

Bro-Sant-Maloù

E-pad pell e veze graet evit ar vro-mañ gant banniel kêr Sant-Maloù, (banniel ar gourserien) (pe gant adstummoù diwarnañ), ar pezh ne oa ket gwall entanus pa ne gave ket da dud diabarzh ar vro ne ne’m santent ket gwall dost d’ar gêr-hont…

E 2006 e oa bet dibabet gant ar gevredigezh Bannieloù Breizh ar raktres bet savet gant Divi Kervella ha Mikael Bodlore-Penlez. Diazezet eo war bannieloù kozh hag istorel Sant-Maloù disoñjet-krenn bremañ (kement-mañ evit ma ne vefe ket gwelet liamm anat ebet gant ar gêr). Gant an 3 erminig a gaver er c’honkoù 2 ha 3 eo aroueziet teir rann istorel bennañ ar vro (Poualed, Poudouvr (en-dro da Zinan), ha Porc’hoed). Bevenn velen ar groaz a dalvez evit livioù ardamez an teir rann-se ivez (melen ha ruz eo livioù Sant-Maloù, Dinan ha Porc’hoad).

Ar banniel-se a zo anezhañ abaoe 2008.

Bro-Wened / Broereg

Banniel Bro-Wened a zo erminiget gant ur groaz ruz koñchek ruz. Kavet e vez ar banniel-se skeudennet war livadurioùigoù eus ar XVvet kantved.

War-sav eo bet adlakaet e 2008.

Bro-Zol

Diazezet war skoedoù kontelezh Dol (1173). Unan a oa ruz gant gwerzhidoù erminiget. Unan all a oa palefarzhet en argant hag en gul. War ar gwenn ez eus bet ouzhpennet tri erminig evel ma vezont kavet war skoed kêr Zol. Ijinet e oa ar banniel-se gant Yoran Delacour e 1996.

Eus ar banniel-mañ a zo abaoe 2008.