Ar bed keltiek, sevenadur La Tène

Un anv-lec’h an hini eo, war ribl lenn Neuchâtel, e Suis. Gant La Tène eo eta e reer evit ober anv eus eil lankad an emled keltiek en Europa. Eno o doa kavet an arkeologourien, en xixvet kantved, ul lec’h ma oa dastumet ur bern traoù metalek, kalz a armoù en o zouez. Tiez koad hag ur pont a oa eno. Loc’hañ a ra oadvezh La Tène e-tro ar bloaz 500 kent J.-K. ha d’ar mare-hont e oa ar c’heltva en e vrasañ. Gant an arkeologouriezh e ouzer e oa ar sevenadurezh keltiek en he bleuñv en Inizi Keltiek, e Galia hag e ledenez Iberia. Gant ar furchadegoù kaset da benn e Paoul, e Kernev-Uhel e Breizh, e weler e oa un ti-feurm bras eno adalek an vet kantved kent Jezuz-Krist. Emdreiñ a ra an ti-feurm bras-se en ur gêr ha kement-se a c’hoarvez ivez en ul lodenn vat eus Europa. Gant deroù oadvezh La Tène e weler e oa penniezhoù bihanoc’h eget priñselezhioù marevezh Hallstatt. Hervez ar bezioù furchet ne oa ket ken bras an diforc’hioù sokial. Ur plas kreñv a vir ar vrezelourien avat. Brudet int dre bed an Henamzer ha tutaet e vezont gant ar pobloù amezek. Un dra a-bouez all a zo da reiñ da c’houzout: en holl gevredigezhioù keltiek eus an Henamzer koulz hag er Grennamzer e oa uhel plas ar merc’hed. Da skouer, e-barzh kevredigezh ar C’halianed e ouzer e oa gwarezet ar merc’hed gant un toullad brav a lezennoù, en o mesk e oa kevratoù-dimeziñ par-ouzh-par p’o c’heñverier gant reoù sevenadurezhioù ar Mor Kreizdouar. Ar C’heltezed a c’halle ivez bezañ brezelourezed evel skouer ar rouanez Boudica milvrudet. E penn ur pezh mell emsavadeg a-enep ar Romaned e oa er c’hentañ kantved goude Jezuz-Krist.

Tennet eus Atlas ar bed keltiek / Atlas des mondes celtiques, Mikael Bodlore-Penlaez, Erwan Chartier-Le Floch & Divi Kervella, Coop Breizh, 2014

Prenit atlas ar bed keltiek war lec’hienn Coop Breizh