Kumuniezhoù kumunioù (2020)

Ar c’humunioù bodet pe strollet a zo, hervez an dermenadurezh velestradurel, un diazezadur publik a genlabour etrekumunel (DPKE). Bezañ e oa anezho abaoe pellik dija met gant lezenn an 12 a viz Gouhere 1999 int bet kreñvaet. Ganti eo bet eeunaet stern ar c’henober etre ar c’humunioù. Diwar an deiz-se eo bet sklaeroc’h o ferzhioù hag o zachennoù plediñ. An DPKEoù-se a zo kumunioù hag a ya a-gevret a-benn kenverañ tachennoù plediñ ’zo. A-youl-gaer e ra ar c’humunioù kement-se. Hervez al lezenn o deus an DPKEoù da gefridi lakaat war-sav “raktresoù boutin e-barzh e takadoù kengred”. Gallout a ra bezañ raktresoù ekonomiezh, merañ al lastez, an treuzdougen foran, sevel levraouegoù etrekumunioù… Meur a stumm a c’hall an DPKEoù kaout: meurgêrioù, tolpadoù-kêrioù pe kumuniezhioù kumunioù. Diouzh ment ar c’hêrioù hag ar c’humunioù eo ar c’hefridioù a c’hallont kaout. N’eus nemet Brest, Naoned ha Roazhon a-gement a zo meurgêrioù. Ul live etre ar meurgêrioù hag ar c’humuniezhioù kumunioù a zo gant an tolpadoù kêr. Seitek anezho a oa e Breizh e 2020. Kavout a reer en tu-hont da 77 DPKE en holl e Breizh. Daoust ma weler hiniennoù evel Redon, hag a zo deuet a-benn, e weler o deus bevennoù an departamantoù kalz a boan da steuziañ, ar pezh a ra gaou da dakadoù ’zo (Dinan, Karaez…).

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011 (kartenn ha testenn hizivaet e 2020)