Gallout a reer rannañ Breizh e meur a zoare. Sed a vez graet gant an douaroniourien, ar skrivagnerien, ha kement-se hervez an dezverkoù a lakaer e penn-kont. Rannoù bras a c’haller kavout evel-se: Breizh-Izel ha Breizh-Uhel, an Arvor hag an Argoad… Met mar kemerer e kont an dud hag an istor e kaver rannoù bihanoc’h ha na glotont ket gant ar bevennoù lakaet war-sav gant ar velestradurezh. Kavet e vezont en anvioù ar c’hevredigezhioù, ar stalioù, ar c’hevredadoù sport pe sevenadur, pe c’hoazh an embannadurioù pe ar radioioù. Ha bev int dreist an holl e-barzh e pennoù an dud. Niverus int ha n’int ket meneget holl war ar gartenn-mañ, pell ac’hano. Ar rann goshañ eo ar “paou” (a zo kevatal d’al latin pagus) hag a oa ar rann izeloc’h eget ar vro. Darn a sav d’an henamzer, tra ma sav reoù all da vare ar Vrezhoned. Kavout a reer ar ger-se en anvioù a grog gant po- pe pou- (Poc’hêr, eus paou ha kêr, hag a dalveze kêr vras kreñv gwechall; homañ e oa Karaez), Porc’hoed (eus paou/tro/koed, ar vro a-dreuz ar c’hoad), Poualed (gant Aled, ur geoded dilezet evit Sant-Maloù). Anvioù peier (liester “paou”) all a oa ha na gaver ket an elfenn-se enno: Pentevr, Mez, Raez… Anvioù kalz nevesoc’h a zo gant anvioù ar gizioù gwiskañ, met ar broioù-se a gemer plas broioù koshoc’h moarvat. Ar Vro Vigoudenn a gendalc’h ar C’hab-Kaval, a-boan brasoc’hik egeti. Seurt anvioù diwar ar gizioù gwiskañ a gaver alies e Kernev, diwar anvioù al livioù pennañ enno: Glazik, Melenik, Duik… pe neuze lodennoù heverk: Fisel… A-wechoù eo ivez diwar lesanvioù bet roet gant o amezeien: diwar ar pezh a vez pesketaet pe graet: Penn Sardin e Douarnenez, Bro Chistr Per (korn-bro Klegereg)… doareoù kaozeal evel ar vro Chtou (Kernev ar Mor-Bihan), a zeu diwar o doare da zistilhañ ar gunujenn mallozh Doue! (mallochtou!). Broioùigoù all a zeu o anv eus an douaroniezh, evel ar Menez (ur ger brezhonek-rik evit ur vroig eus Breizh-Uhel), ar Briver, geunioù ha paludoù dirann ec’hon. Darn all c’hoazh a verk levezon ur gêr, ha dreist bevennoù hengounel e c’hallont mont, evel Redon, hag en em gav, abaoe milvedoù, e-harz bevennoù.