Na pegen pinvidik eo ar brezhoneg pa vez anv eus an uhelennoù: torgenn, tosenn, tuchenn, turumell, run, krec’h, brenn, bre… hep ankouaat, anat eo, menez. Ha n’eo ket dav dezho bezañ uhel-uhel evel an Alpoù evit kaout tro d’ober gant ar ger diwezhañ-mañ. Ha koulskoude ober gantañ n’eo ket mont re amplik dezhi, pa c’haller kavout plant pe loen arouezius eus seurt ardremez dre eno. Gwall lemm e c’hall uhelennoù Breizh bezañ, gant kribennoù troc’h-didroc’h, ha da neuze e vez graet gant ar ger roc’h dre vras. Na zisoñjomp ket ez eo Breizh a-bezh lodek en un torosad, Torosad Arvorig, a ya d’ober ivez tu kornaoueg pellañ Bro-C’hall, dindan ur 65 000 km² bennak. Div linenn gribennoù a zo. Eus tu an hanternoz emañ Menez Are, hag a dap 385 m er Roc’h Ruz (e kumun Plouneour-Menez), hag eus tu ar c’hreisteiz ar Menez Du, a gendalc’h gant uhelennoù Lannegi Lanvaoz hag Erv Breizh, a dap 326 m (Roc’h Toull al Laeron e Speied). Uhelennoù Menez Are a gendalc’h ar Roc’h Ruz etrezek ar mervent. Kendelc’her a ra an aradennad ivez war-du ar reter gant uhelennoù Treger, ma c’haller gwelet, en e bart e-unan, Menez Bre (302 m), betek Menez Beller (339 m) e Breizh-Uhel. Serret eo gourenez Kraozon gant Menez C’homm, ur merk a-bouez evit ar voraerien abaoe an henamzer bellañ. Un darn eus aradennad ar Menez Du eo evit an douarourien ha tapout a ra 330 m. Ur gwel dibar war aodoù ar Meurvor Atlantel war veur a zek lev a c’hall pakañ sell an den pa vez e penn krec’h ar menez-se. Kalz pelloc’h war-du ar sav-heol e kaver un uhelenn all e Koad Pempont, gant 258 m a uhelder. War an aod hag e reter Breizh e kaver ardremez un argompezenn, da lavaret eo un ardremez meneziek bet krignet ha plaenaet da vat. Sav-diskenn a zo kenañ gant ar vro, en norzh muioc’h c’hoazh, p’eo dastroc’het gant traoñiennoù serzh ma red stêrioù ha gwazhioù a bep seurt enno. Durc’haet norzh-su eo Diazad Roazhon diouzh red ar Gwilen. Plaenik eo Bro-Naoned ha n’eus nemet Erv Breizh, hag a dap 91 m, a-gement a zo neuz un aradennad ganti. E Ferreg emañ beg uhelañ an departamant (117 m) avat. Ardremez an arvor a vez neuz un argompezenn ganti alies gant tornaodoù uhel pe uheloc’h. Izeloc’h eo arvor ar su ha goloet-dizoloet e vez tachennadoù bras an aod vev gant c’hoari ar chal hag an dichal.