Koadeier

Breizh a oa dindan ar gwez er mezolitik, amzervezh kreiz ar maen, ha n’eo nemet gant deroù al labour-douar er vro, er Vet kantved kent J.-K., ma teu kemm en ardremez, hag a-benn diwezh an henamzer e seblant ar vro bezañ digoadet mat. Dre-se n’eo ket gwall vras ar c’hoadegi, petra bennak ma ro tro an argoad da grediñ, gant e rouedad kleuzioù gwezek, e vezer en ur c’hoad diharz. Koadeg Pempont, er Porc’hoed (eus paou-tre-koed, ar vro a-dreuz ar c’hoad), eo ar vrasañ eus koadegi Breizh, gant 77 km². War-lerc’h e teu koadegi divrutoc’h: koad ar C’havr (45 km²), e gwalarn al Liger-Atlantel, koadoù Roazhon (29 km²), Felger (15 km²) (ar “c’hoad rous”) ha Loudieg (13 km²). N’eus nemet pemp koadeg a-gement a ya en tu-hont da 10 km², ha koulskoude e kaver en tu-hont da 120 koadeg dre an holl. Kalz anezho a zo e kreiz Bro-Wened, un aridennad koadeier gant hini Pontkalleg en ur penn betek ar C’hoad Du en norzh da Redon er penn all. E kreiz hag e reter Breizh eo a gaver ar muiañ a goadeier. N’eus ket nemeur a goadoù en arvor hag e su al Liger-Atlantel. Met ar vrasañ koadeg a zo a-steud, hag ar rouedad kleuzioù koadek hag ar girzhier a gaver en argoad eo a ya d’hec’h ober. E penn kentañ an XXvet kantved e tape tost d’ur milion a gilometradoù. Ur gwall adlodennañ, kaset da benn gant ar pennadurezhioù er bloavezhioù 1960, en deus distrujet un darn vat anezhi ha ne van ken nemet un 300 000 km bennak hag a vezer e soñj, bremañ hepken, mirout ha kempenn. En tu-hont da 1700 spesad plant gwazhiennek a gaver e Breizh. Plant hag a blij ar glebor dezho a gaver kenañ, er c’hornaoueg da gentañ penn, hag en o zouez e kresk brav an derv-garzh hag ar faou. En arvar emañ ar binvidigezh-se avat p’eo techet an dud da blantañ gwez-rousin, buan o c’hresk, ha fall evit douar Breizh, ha tost da 20% eus plant Breizh a zo en arvar er vro.

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011