Menegoù lezennel

Gwirioù an aozerien

Endalc’hoù skrivet

Gallout a reer adtapout an testennoù embannet e-barzh al lec’hienn-mañ, en o fezh pe tammoù anezho, kuit a c’houlenn an aotre en a-raok. Pa vez graet kemend-all eo ret groñs avat menegiñ en un doare splann eo bet kemeret an testennoù digant Geobreizh.bzh, ha menegiñ ivez URL al lec’hienn darzh.

Ar re a adkemer endalc’hoù skrivet tennet eus al lec’hienn a rank lavaret da Geobreizh.bzh peseurt implij a zo bet graet anezho.

Luc’hskeudennoù, skeudennoù difiñv ha bev

Gallout a ra ar skeudennoù gant al logo Creative Commons (CC) bezañ implijet hep aotre en a-raok. Dindan aotre CC BY-NC-SA int (ret eo deoc’h skrivañ anv an aozer (Mikael Bodlore-Penlaez, Geobreizh.bzh), ne c’hellint ket bezañ implijout d’ober kenwerzh hag addisparzh ar skeudennoù gant ar memes aotre). Evit gouzout hiroc’h, kit war lec’hienn Creative Commons.

Evit ar skeudennoù hep logo Creative Commons ne c’haller ket adtapout anezho anez goulenn an aotre en a-raok digant Geobreizh.bzh. Pa vez graet ar goulenn eo ret lavaret penaos e vo embannet ha skignet ar skeudennoù. Ur wech aotreet d’implijout ar skeudennoù e ranker menegiñ warno copyright Geobreizh.bzh pe an hini a oa merket pa oa bet roet an aotre gant Geobreizh.bzh.

N’eus ket droed da adtapout skridoù, luc’hskeudennoù ha skeudennoù evit implijout anezho d’ober kenwerzh pe bruderezh.

Liammoù gourskrid

Gallout a reer krouiñ liammoù war-zu pajenn degemer al lec’hienn, pe forzh peseurt pajenn all, kuit da c’houlenn an aotre en a-raok. Da neuze eo ret d’al liamm menegiñ splann “Geobreizh.bzh, porrastell douarnoniezh ha kartennoù Breizh”, d’ar wiaderien da c’houzout mat etrezek pelec’h e vezont kaset.
Ne dalvez ket an aotre tavel-mañ evit al lec’hiennoù ganto ar pal ober kenwerzh pe bruderezh hag a vefe o klask e-giz-se impljout brud Geobreizh.bzh evit o mad dezho. Ne dalvez ket kennebeut evit al lec’hiennoù a vez o skignañ traoù enep lezenn, feuls, tagus, pornografek, estrengas pe traoù hag a c’hall mont enep kizidigezh ar pep brasañ eus an dud.

Liammoù war-zu an teulioù

Aliañ a reomp an dud da chom hep ober liammoù war-eeun war-zu an teulioù a c’haller pellgargañ el lec’hienn (kartennoù, fichennaouegoù…), war-zu ar pajennoù lec’h m’emañ an teulioù-se ne lavaromp ket.
E mod ebet ne c’hallo Geobreizh.bzh bezañ kiriek d’an drougimplij a vefe graet eus skridoù, luc’hskeudennoù, skeudennoù, liammoù ha teulioù e-barzh lec’hiennoù ha n’int ket meret gantañ.

Tretiñ an titouroù personel

Furmskridoù daremprediñ

Meret e vez an darempredoù el lec’hienn gant furmskridoù elektronek. Ret eo reiñ an darn vrasañ eus an titouroù a vez goulennet (anv, anv-bihan, postel…). Goulennet e vez an titouroù-se evit ar servijoù a vez kaset ar c’hemennadennoù dezho, dezho da respont d’ar goulenn, tra ken.
Ne vez ket diellaouet an titouroù.

Gwir da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù a sell ouzhoc’h

Gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet dre ar furmskridoù a zo e-barzh al lec’hienn-mañ. Evit gallout en ober skrivit da :

Mikael Bodlore-Penlaez gant ar furmskrid daremprediñ

Herberc’hiet eo Geobreizh.bzh gant par OVH, 2 rue Kellermann, 59100 Roubaix, Bro-C’hall.
Evit mont e darempred gant an herberc’hier, klikit aman.