Rouantelezh Breizh

Tra m’emañ krabanoù Impalaeriezh Roma o tiskregiñ tamm-ha-tamm e teu ur bern Brezhoned eus Enez-Vreizh (Breizh-Veur a-vremañ) da chom en tu-mañ da Vor Breizh, etre an IIIvet hag ar IVvet kantved, ha kejañ a reont gant ar pobladoù a oa dija dre eno. E skeud Impalaeriezh Roma eo e tiazezont da gentañ. Ganto e teu o sevenadur, o yezh, o speredelezh (an Iliz keltiek) ha sevel a reont framm politikel ha relijiel ar vro, graet prim Breizh-Vihan, pe Breizh ent-berr hepmuiken, anezhi. Da get ez ay tamm-ha-tamm Ledav, an anv kozh. Rouantelezhioù bihan, dezho anvioù a gaver tra-mor evit darn, a zo savet. En o zouez emañ Domnonea, Kernev ha Bro-Ereg (diwar Gwereg, anv ar penn-meur a lakaas e grog war ar vro). Bec’h a sav mui-ouzh-mui etre ar Vrezhoned hag ar Franked. N’anavezer ket kalz a dra eus Istor ar mare-hont, met anvioù rouaned ’zo, Morvan pe Wioñvarc’h, a zo deuet betek ennomp. En ixvet kantved eo anvet ar penn brezhon Nevenoe da missus imperatoris gant Loeiz an Deol, roue ar Franked. Pa varv hemañ e tistard mui-ouzh-mui hual ar Franked, da heul emgannoù Mezeg (843) ha Ballon (845) m’eo pilet gantañ Charlez ar Moal deuet da dagañ Breizh. War-lerc’h marv Nevenoe eo e vab Erispoe a gendalc’h gant ar stourm, hag er bloaz 851 eo pilet Charlez ar Moal c’hoazh ur wech e Yenglenn. An titl ofisiel a roue a vo gant Erispoe. Eus an amzer-hont e sav Breizh a-vremañ pa zeu kontelezhioù Naoned ha Roazhon, hag ivez Bro-Raez, da vezañ lodek enni. Lazhet eo Erispoe e 857 gant e genderv Salaun, aon gantañ na dommje re ouzh ar Franked. Daou vrezel hêrezh a ra o reuz etre 876 ha 890, hag Alan Veur a seblant bezañ ar roue diwezhañ, daoust ma seblant ivez e vije bet graet e-pad pelloc’h gant an titl-se e brezhoneg pa weler e veze graet “Rebrit” pe “Roebre” eus Alan III (1008-1040), da lavaret eo “Roue Breizh”.

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011