


Bamus eo al Loar. Ambrougerez nemeti an Douar eo-hi ha daoust dezhi bezañ ar bed tostañ dimp emañ pell-mat evelato, gant ur c’heit etre a 384 000 km diouzh hor planedenn. Lusk a ro d’ar bed en-dro dimp gant al levezon he deus war ar morioù hag ar vuhez. N’eus ken nemet daouzek den a-gement o deus bet taolet troad war he gorre. Neil Armstrong eo bet an hini kentañ e 1969 gant ar gefridi amerikan Apollo 11.
Loaroniezh, pe selenografiezh, a vez graet eus “douaroniezh” al Loar. Ar pezh a zo, e doare ma tro al Loar warni hec’h-unan, e c’hoarvez ma tiskouez bepred ar memes tu war-gaout ennomp. Tachadoù teñvaloc’h a c’haller gwelet war he gorre pa seller outi. Taoleadoù karget gant muioc’h a vazalt an hini int, ha n’int ket ken skedus e-se. Gwechall e oa bet kredet e oa morioù anezho, ha roet e oa bet anvioù morioù eus an Douar dezho, en o stumm latin.
N’eo nemet e 1651, gant ar steredoniour italian Giovanni Riccioli, eo e voe savet ar gartenn a dalvez c’hoazh bremañ. Lakaat a reas anvioù hag a denne d’ar veteorologiezh d’ar “morioù”. Anvioù tud istorel a voe roet d’ar c’hraterioù. Strollet int a-dakadoù. Kavout a reer evel-se takad tud vrudet eus Hellaz kozh, hini Impalaeriezh Roma, pe c’hoazh hini ar ouizieien, ar skrivagnerien, ar filozofed eus ar grennamzer pe hini ar sent hag o deus tra pe dra da welet gant ar steredoniezh.
E 1931 e voe divizet gant an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel degemer an doare ober-se, bet savet tost da dri c’hantved a-raok. An tu kuzh eus al Loar n’eo bet studiet nemet adalek 1959 gant ar gefridi soviedel Luna 3 ha gant skiantourien eus an URSS kozh ez eus bet roet un toullad brav a anvioù dre eno.
Ur bern sevenadurioù a wel tres ur c’honikl en tarchad rous a ziaweler pa vez al Loar en he c’hann. Ar Vretoned avat a wel ul laer lann, paotr e vec’h lann, an troc’her lann… er skeudenn-se.
